26/05/2026
D’an devezh D+12, daoust d’an embannadur ispisial-se, e vezoc’h c’hwi holl trugarekaet gant skipailh Tro Menez Are en e bezh hag e lakaomp emgav deoc’h ar bloaz a zeu.
Bez zo bloavezhioù ganti, ha bloavezhioù hepti.
Mantret eo hor c’halon gant ar glac’har. Mont a ra hor souten hag hor gwellañ soñjoù da familh an den aet da anaon diriaou.
C’hoariet en deus anezhi a-enepdomp ar 14 a viz Mae : glav, avel, kazarc’h.
Daoust d’an amzer fall-se ez eus tremenet 5700 a dud dre Sant-Tegoneg-Logeginer. Peadra a oa da c’hortoz muioc’h a dud gant an danvez a oa bet roet deomp hag ardremmez ar gumun.
Daoust d’an degouezhioù ispisial-se, oc’h bet kalz da asuriñ deomp ho fealded ha da desteniañ talvoudegezh aozadur Tro Menez Are.
Ho meuleudioù zo bet prizius deomp, tud bugale skol Diwan Kommanna, evit kenderc’hel d’en em c’houestlañ en degouezh-se a zo deus outañ abaoe tost 40 vloaz.
D’hon tro d’ho trugarekaat :
>>>D’ar valeerien ha baleerezed niverus o deus stourmet a-enep an amzer fall evit ober anaoudegezh gant hon troiadoù digustum ;
>>>D’ar c’hantadoù a dud a youl vat, engouestlet, o vousc’hoarzhin atav ha pa vefe dirollet an amzer zoken ;
>>>D’an arzourien, deuet a youl vat ivez, dav eo lâret, hag o deus dalc’het mat atav o kinnig abadennoù a galite, el lec’hioù pourveziñ kement hag er bourk ;
>>>D’an dilennidi eus ar c’huzul-kêr-bet hag eus ar c’huzul-kêr nevez a zo bet skoaz-ha-skoaz ganeomp gant efedusted, nerzh ha madelezh ;
>>>D’hor bugale, na vije ket eus tamm Tro Menez Are ebet hepto, hag o deus profet deomp abadenn dispar hag esmaeüs deomp war al leurenn diriaou ;
>>>Da Gilbert Cabon a zo aet da Dìr Na Nôg e miz Gouere 2025, roet en doa kalz da Dro Menez Are hag e talc’himp koun outañ.
Emgav d’ar Yaou 06 a viz Mae 2027 evit un degouezh nevez hag a gaso deomp promesaoù brav emichañs. Dre se e kendalc’himp da ziskoachañ braventez spontus ha pinvidigezh Menez Are gant rikour ur gumun all hag a vo diskuliet deoc’h a-benn nebeut tout !